Mont d’an endalc’had

Aljer

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 

Kêr-benn Aljeria eo Aljer (arabeg: الجزائر al-Jazāʼir; galleg: Alger; berbereg: ⴷⵣⴰⵢⴻⵔ Dzayer), lesanvet « al Bahdja » (« al Lufrus ») pe « ar gêr wenn », houmañ eo kêr vrasañ ar vro gant 3 milion a annezidi en he zolpad-kêrioù, da lavaret eo 10% eus poblañs Aljeria. Ur porzh bras eo, unan eus ar re bouezusañ war aodoù ar Mor Kreizdouarel.

Bae Aljer

Peurvuiañ e vez komprenet an anv diwar ar ger arabek Jazira (unander) ha Jaza'ir (liester), da lavaret eo "an Enezeier" pa 'z eus un nebeud enezennoù e-tal ar porzh enklozet er chaoser hiziv. Koulskoude eo bet kinniget anv berberek un dierniezh, ar Ziridi (sellet ouzh istor ar gêr), pa dalvez tiziri loargann e berbereg.

Skoed-ardamez Aljer

War dinaou menezioù Sahel al Jaza'ir emañ ar gêr he deus astennet he zakad war 230 km² betek 30 km eus an aod. War dinaou unan eus ar menezioù eo kluchet ar C'hasbah (Kasbah), karter koshañ ar gêr.

C'hwec'h dor gozh a zo tro-dro d'ar gêr (bab = dor): Bab El-Oued, Bab Azzoun, Bab Dzira, Bab El Bhar, Bab Jedid ha Bab Sidi Abd Rahmane.

An amzer en Aljer:

MizGenverC'hwevrerMeurzhEbrelMaeEvenGouereEostGwengoloHereDuKerzuBloavezh
Keidenn temperadur bihanañ (°C)78991215171914116711.5
Keidenn temperadur brasañ (°C)16171820232627292623161617.2
Dour (mm)1128474414615154179130137764
Devezhioù gant glav1285633223.22101470
Rekord a yenijenn (°C)-11-8-53.83.89.413.413.811.67.2-4-10-9
Rekord a tommder (°C)24.43028.837.241.244.641.147.244.437.731.129.147.2


Seblantout a ra Aljer bezañ bet diazezet gant ar Fenikianed er IVre kantved kent Jezuz-Krist pa'z eus bet kavet listri kampiniat e foñs ur puñs e 1940.

Gevellet eo Aljer gant meur a gêr tro ar bed:

Arzourien ganet en Aljer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]